Sikour UDB

AddThis Social Bookmark Button

 

 

E Breizh hag e lec'h all, deomp e vez bras ho sikour, gant amzer pe arc'hant, er vuhez pemdez pe dre ar rouedad.

Donezonañ

Reiñ da UDB a vez kement ha kreskaat ur redenn a-bouez evit Breizh : an emrenerezh araokour. Ha reiñ dezhi an tu da zont kreñvoc'h.

Testeniañ a ran groñs bezañ un hinienn hag hervez al lezenn niverenn 95-65 d'an 19 a viz Genver 1995 evit arc'hantaouiñ ar vuhez politek, ne zeu ket ma donezon eus un dudelezh (kevredadoù pe kevredigezhioù). Dont a ra an arc'hant eus ma c'hont-vank din-me.

« Sevel Arc’hant » eo anv kevredigezh arc’hantaouiñ UDB. Dre ret e vez kaset an donezonoù war kont leuriad arc'hant ar strollad. Lavarout a ra al lezenn n° 2013-907 d'an 11 a viz Here 2013 e vez donezonoù ha skodennoù kement ha 7.500 d'ar muiañ, degemeret gant al leuriad evit pep den, bep bloaz hag an holll strolladoù politikel asambles.

⇒ Kas un donezon da UDB

Reiñ un tamm-amzer

« Divizout a ran lakaat ma barregezhioù ha pezh a c'hellan krouiñ e servij UDB ». Barregezhioù-micher pe desket ho-unan (grafouriezh, video, foto…), pe ur brizidigezh en un damani pe ur skiant bennak (an dour, an teknologiezhioù nevez, peskvagerezh...), hag e c'hellit sikour UDB.

« Fellout a ra din skignañ soñjoù UDB gant tud hag a anavezan, gant ma c'henseurted hag e fell din gouzout penaos ober ha gant peseurt arguzennoù ».

« Fellout a ra din reiñ amzer da UDB ». Hor buhez-strollad a vez e dalc'h an dud a-youl vat, dindanoc'h e vez ar strollad : ingal pe ur wezh an amzer, an amzer a roit da UDB a vez a-bouez.

Mont e darempred ganeomp

Kelaouiñ ha bezañ kelaouet

Ar rouedadoù sokial : 

Facebook  Youtube  Twitter  Google Plus  Flick’R

Breizhiz e-maez Breizh : penaos sikour ac'hanomp.

E Frañs pe er broioù all e c'hortozomp ho sikour. Gounit e c'hellomp tennañ digant ho rouedadoù, ho parregezhioù (e-keñver ho micher, ho yezhoù...). Gallout a rit ivez brasaat brud UDB ha kreskaat liammoù etre ar strollad hag aozadurioù pe Breizhiz hag a chom en-dro deoc'h.

Arabat tortal ! Kit e darempred ganeomp

07 87 36 41 66

Facebook Youtube Twitter Google Plus Flick’R

Hor c’houlzadoù
Gant UDB

• L'Unvaniezh Demokratel Breizh • L'UDB Yaouank • Régions et Peuples Solidaires • Emglev Libr Europa • Ar c'hannad Paul Molac • Dilennidi-rannvro UDB •  Dilennidi-gêr UDB •



Blog an dilennadeg Europa 2014

Gerioù-alc’hwez