Kinnig lezenn war ar yezhoù rannvro Annie Le Houérou : un itrik a-raok ar votadegoù n’eo ken

AddThis Social Bookmark Button

 

 

Dimeurzh diwezhañ, d’an 31 a viz Genver, eo bet votet an tri mellad diwezhañ eus kinnig lezenn war ar yezhoù rannvro Annie Le Houérou.

 

Ur mouezhiañ diskiant eo, pa’z eo bet degemeret ur miz nemetken a-raok fin dalc’h ar Breujoù e Pariz, ha ne vo ket amzer a-walc’h ken da vreutaat diwar e benn er sened. Perak n’eo ket bet kinniget ar c’hinnig lezenn-se e penn-kentañ an daelvezh ?

 

Peogwir emañ ar votadegoù evit ar gannaded o tostaat e c’heller soñjal eo an dra-se un itrik a-raok votadegoù hepken. Nacʼhadenn ar strollad sokialour da sinañ karta Europa ar yezhoù rannvro ha minorelezhet en deus diskouezet nʼeus netra da cʼhortoz a-berzh Pariz. Eus un tu all e cʼhortozomp araokadennoù bras a-berzh strollegezhioù lecʼhel Breizh.

 

Pell zo e c’hortozomp digant Alain Guéguen, amsavad Annie Le Houérou evit ar votadegoù kannaded o tont, vefe doujet gantañ eus pezh en doa embannet a-raok ar votadegoù ti-kêr : sinet vo ar garta « Ya ! d’ar brezhoneg » gant kumun Plougernevel… ha eus tu KKKB n’eo ket gwelloc’h an traoù, da vare lid hetoù ar bloaz nevez, Jean-Yves Philippe, ar prezidant, n’eus ket komzet, gwech ebet, eus dazont ar brezhoneg…

 

Pezh a c’houlennomp eo oberoù e Breizh ha n’eo ket komzoù toull e Breujoù Pariz.


Evit UDB Kreiz Breizh : Herve ar Gall


07 87 36 41 66

Facebook Youtube Twitter Google Plus Flick’R

Hor c’houlzadoù
Gant UDB

• L'Unvaniezh Demokratel Breizh • L'UDB Yaouank • Régions et Peuples Solidaires • Emglev Libr Europa • Ar c'hannad Paul Molac • Dilennidi-rannvro UDB •  Dilennidi-gêr UDB •



Blog an dilennadeg Europa 2014

Gerioù-alc’hwez