Dioueliadur plakenn straed ar c'hastell

AddThis Social Bookmark Button



Da gentañ em eus c'hoant da drugarekaat an holl dud amañ, izili kevredigezhioù bed sevenadurel Bro-Naoned, Michel Beaupré, hag a zo e penn an UDB e Liger-Atlantel, hor c’henlabourer, Aurelien Boulé, Visant Roue deus ofis publik ar brezhoneg, dilennidi, Sonia Meziane, Catherine Choquet, Gildas Salaun..., Johanna Rolland (ha ne c’helle ket bezañ ganeomp) hag Olivier Château, eil-maer e-karg deus ar glad en deus komzet en un doare sklaer deus hor yezh evel ur glad dizanvezel e-ster kendivizad Faro.

 

En ul labourat war steuñv Diorren ar pannellerezh divyezhek e lec'hioù foran Naoned, em boa soñjet : Petra 'lâr ar plakennoù-straed-se deomp ?


Kontet 'vez deomp da gentañ istor ur gêr gant brezhonegerien enni – a-vizkoazh – un en doare kuzhet a-wechoù, bihanniverel met bev. Gwir eo hiziv-an-deiz, dre lusk skolioù divyezhek, dre lusk kevredigezhioù sevenadurel bodet gant an ajañs sevenadurel Breizh, dre lusk nevez kreizenn Yezhoù-ha-Sevenadur hag all...


Gant ar plakennoù-straed-se e vez diskouezhet emañ Naoned e-touez kerioù all Europa. An divyezhegezh zo ur reoladenn en Europa. Da skouer, Kerdiz a ziskouezh deomp dremm habask ur gêr a gas war-raok an divyezhegezh kembraeg-saozneg,

 

Diskouezh a reont deomp unvezhiadegezh kêr Naoned, kerbenn Breizh. Ar brezhoneg, hag a zo ul lodenn bennañ deus hec'h identelezh, a ro deomp an digarez da vezañ disheñvel, da greñvaat dedenn Naoned en ul lakaat war wel neuz kaer-kurius ha gwirion Naoned, da greñvaat he ziduadenn touristel.

 

Diskouezh a reont ivez, pinvidigezh ar yezhoù ha pegen pouezus eo liesseurted yezhel ha sevenadurel. Blam’, evit ma vefe bev ur yezh, dav eo deomp he c'hlevet, he kwelet el lec'hioù foran.

 

A-benn ar fin, petra 'dalv ar plakennoù-se evidon-me ? Un trec'h politikel eveljust, evidon hag evit ma c'hamaladed deus an UDB, evit ar re a stourm evit ar brezhoneg. Ur from personnel koulskoude. Soñjal a ran em bloavezhioù o teskiñ ar brezhoneg amañ ba Naoned, oc'h heuliañ ma bugale skoliataet gant Diwan. Soñjal a ran ivez el levr-henchañ em boa savet, divyezhek anezhañ hag a rakskeudenne ur jeografiezh divoutin deus Naoned en ur glask difraostañ ene breizhat ar gêr, un ene daonet evit lod, gant un arouez, an iskis a frazenn kizellet war tour Dobrée : an dianav a rog ac'hanon. D'ar mare-se n'em boa ket ijinet e vefe un deiz evel-se, un deiz ken pouezus evit Naoned hag evit Breizh !

Liger-Atlantel

09.80.99.93.06

07 87 36 41 66

Facebook Youtube Twitter Google Plus Flick’R

Hor c’houlzadoù
Gant UDB

• L'Unvaniezh Demokratel Breizh • L'UDB Yaouank • Régions et Peuples Solidaires • Emglev Libr Europa • Ar c'hannad Paul Molac • Dilennidi-rannvro UDB •  Dilennidi-gêr UDB •



Blog an dilennadeg Europa 2014

Gerioù-alc’hwez