Dilennidi UDB

AddThis Social Bookmark Button

 

Ur rouedad gant dilennidi e pep departamant Breizh

Kalz a zilennidi UDB zo e kêrioù brasañ Breizh (Naoned, Roazhon, Brest) keit hag e kêrioù krenn : Sant-Brieg, An Oriant, Sant-Ervlan pe kumunioù bihan pe war ar maez : Plouezeg, Plerin, Pempoull, Henbont, Redon, Koeron, Gwengamp... hep ankouaat an etrekumunelezhioù ha ar strollad UDB - Emrenerezh hag Ekologiezh a zo e Kuzul Rannvro Breizh.


 

Un ober a-gleiz e Breizh…

 

Splann eo an diforc'h etre an tu dehoù hag an tu kleiz a-fed lakaat e pleustr politikerezhioù evit cheñch buhez an dud. Lojeiz, kêraozañ, yec'hed, pretierezh stroll, sevenadur... kement a ziskouez e petra e c'hell an dilennidi kemer perzh evit gwellaat ar gevredigezh.

 

Dilennidi UDB a labour e kêrioù, e Rannvro Breizh hag er Parlamant gant ur raktres a-leiz emrenour, ekologour ha breizhat. Kengred, terkerezh an tiriad, sevenadurioù ha yezhoû Breizh, merañ an dour, adunvaniñ Breizh, politikerezh ekonomikel zo skwerioù tachennoù labour dilennidi UDB ha diazezet war karta ar strollad (⇒ karta UDB).

 

… hag er Vodadenn vroadel

Paul Molac

Kannad Mor-bihan

Unvaniezh demokratel Breizh (UDB)

 

Keñvererien azaouezet e Frañs hag e Europa

Un ezel eus Rannvroioù ha Pobloù Kengred (RPK) hag Emglev Libr Europa (ELE) eo UDB. Ha gant-se e kemer perzh e buhez politikel Frañs hag Europa war-bouez he liammoù gant strolladoù gall pe europat a-gleiz. Krouet eo bet ar strolladoù-se gant pobloù all e Bro-Frañs pe en Europa hag e lodomp ar memes palioù araokaour ha doujus da wirioù Mab-Den.


 

 

Sellout ouzh ar blog

07 87 36 41 66

Facebook Youtube Twitter Google Plus Flick’R

Tweetoù an dilennidi

Guyonvarc'h Kristian

L'esprit libre de la Brestoise Nathalie Lemel est toujours vivant "Un Parisien propose de raser le Sacré-Cœur" https://t.co/m1xjqLcz8K

Guyonvarc'h Kristian

10 Mds € dans l'EPR à Flamanville... et la production de photovoltaïque abandonnée par les pouvoirs publics https://t.co/fK4sm0zmx6

Ana SOHIER

RT @Gwenvael1917: La métropolisation c'est: concentration de l'activité et accroissement du temps de circulation et de la pollution ! http…

Hor c’houlzadoù
Gant UDB

• L'Unvaniezh Demokratel Breizh • L'UDB Yaouank • Régions et Peuples Solidaires • Emglev Libr Europa • Ar c'hannad Paul Molac • Dilennidi-rannvro UDB •  Dilennidi-gêr UDB •



Blog an dilennadeg Europa 2014

Gerioù-alc’hwez