Karta UDB

AddThis Social Bookmark Button

 

Hor c’harta, karta Unvaniezh Demokratel Breizh a vod hon talvoudegezhioù.

Gant ar statudoù hag ar reoliadur diabarzh e c’hell hon ensavadur demokratel mont en-dro.

KARTA EVIT MONT E-BARZH UNVANIEZH DEMOKRATEL BREIZH

 
 Pellgargañ karta UDB

Degemeret d’an 29 a viz Ebrel 2000 e Plañvour

  • Merkad 1 : Bez eo U.D.B. ur strollad politikel a vez bodet ennañ ar Vretoned, a orin pe dre berc’hennañ, ha mignoned Breizh hag a oar ez eus eus pobl Breizh. Ober a ra an U.D.B. evit ma vo anavezet gwirioù pobl Breizh ebarzh stad Frañs, e-barzh Unvaniezh Europa hag e-barzh an ensavadurioù etrevroadel.
  • Merkad 2 : Ober a ra U.D.B. e Breizh a-bezh ha stourm a ra evit ma vo adunvanet ez-velestradurel.
  • Merkad 3 : Ober a ra U.D.B. evit ma vo savet Europa e mod ur c’hevredad ha ma vo reizh ouzh ar pobloù hag ar rannvroioù.
  • Merkad 4 : Ober a ra U.D.B. evit gwirioù sevenadurel pobl Breizh, peurgetket evit m’en devo da vat pep Breizhad urzh da anavezout istor, sevenadur ha yezhoù Breizh.
  • Merkad 5 : Ober a ra U.D.B. evit ma vo pourchaset da Vreizh ensavadurioù emren ha peadra d’he diorren.
  • Merkad 6 : Kondaoniñ a ra U.D.B. nep stumm a vilaat mab-den, peurgetket ar ouennelouriezh, ar faskouriezh hag an hollveliourezhioù a bep seurt. Ober a ra evit ma vo diazezet ur renad demokratel krenn, kement war tachenn an hiniennoù ha war an dachenn stroll.
  • Merkad 7 : Lec’hiañ a ra U.D.B. hec’h obererezh politikel e-barzh ar breutaad demokratel, en ur nac’hañ groñs ober gant doareoù feuls.
  • Merkad 8 : Embann a ra U.D.B. ez eo talvoudusoc’h mab-den hag al labour eget an arc’hant (ar c’hevala), hag ez eo ret e vefe reoliataet ha henchet ekonomiezh ar marc’hadoù gant ar galloudoù foran ha gant oberiantiz ar geodedourien.
  • Merkad 9 : Embann a ra U.D.B. e vez ar roll kentañ gant aozadurioù ar sindikadoù hag ar micherioù, ha gant ar c’hevredigezhioù, evit degas muioc’h a zemokratelezh en ekonomiezh.
  • Merkad 10 : Ober a ra U.D.B. evit ma vo diazezet ur gevredigezh kengred, ar pezh a gas da ingalañ ar pinvidigezhioù etre an hiniennoù, etre ar rannvroioù hag etre ar pobloù e-barzh Europa evel e-barzh ar bed.
  • Merkad 11 : Ober a ra U.D.B. evit un diorren padus, hag a warezo amzerdazont an douar hag ar rummadoù da zont. Evit se eo ret ma vo demokrateloc’h ha kreñvoc’h ar frammoù etrevroadel, kement en Europa hag er bed.
  • Merkad 12 : Kengred eo U.D.B. gant ar pobloù a stourm evit o frankiz politikel, ekonomikel ha sevenadurel.
  • Merkad 13 : A-enep ar soudardaj eo U.D.B., hag e ra evit ma vo berzet an armoù er bed a-bezh, da gentañ penn an armoù nukleel. Difenn a ra an dlead emellañ, dindan kontroll aozadurioù etrevroadel hag a vefe demokratel, evit ma ne vo ket gwallgaset ken gwirioù mab-den evel ma vezont a-vil-vern dageñver ar brezelioù etrevroadel pe e diabarzh ar stadoù.

07 87 36 41 66

Facebook Youtube Twitter Google Plus Flick’R

Hor c’houlzadoù
Gant UDB

• L'Unvaniezh Demokratel Breizh • L'UDB Yaouank • Régions et Peuples Solidaires • Emglev Libr Europa • Ar c'hannad Paul Molac • Dilennidi-rannvro UDB •  Dilennidi-gêr UDB •



Blog an dilennadeg Europa 2014

Gerioù-alc’hwez