Mont davet UDB

AddThis Social Bookmark Button

 

 

Mont davedomp a zo lakaat Breizh da vont war-raok, diskouez ar youl da welet gwirioù Pobl Vreizh anavezet, labourat evit adunvaniñ 5 departamant Breizh ha reiñ dezhi ensavadurioù emren,  gant galloud-lezenniñ ha peadra da gas war-raok he diorroadur.

Dont da vezañ ezel eus UDB a dalv kemer perzh en dael demokratel hag ober e (he) seizh gwellañ evit sevel ur gevredigezh kengret, lakaat an dud a-us d’ar c’hapital, doujañ ouzh gwirioù pep den, gwareziñ dazont ar blanedenn hag ar rummadoù o tont war hol lerc’h.

Bezañ ezel eus UDB a zo ivez kemer perzh e buhez ar strollad evit  divizout ar pezh a vo graet, termeniñ ar program a vo kaset war-raok gant UDB, dilenn an dud e karg, dont da vezañ d’e (he) d(z)ro un ezel oberiañ prest da labourat a-stroll evit ma vo doujet ouzh gwirioù pobl Vreizh.

Furmskrid-emezelañ en linenn

« Sevel Arc’hant » eo anv kevredigezh arc’hataouiñ UDB..

Gwelloc’h eo paeañ e (he) skodenn dre dreuzvankadenn : aesoc’h a-se al labour merañ, nebeutoc’h a baper implijet hag eeunoc’h an admezelañ bloaziek. A-hend-all e c'hellit paeañ war-bouez ur chekenn.

Gallout a rit leuniañ ar furmskrid en linenn.

Evit emezelañ e c'hellit mont e darempred ivez

War-bouez ur pellgomzer

d’ar niverenn-mañ : 02 96 61 48 63 etre al Lun hag ar Gwener adalek 9.00 eur beure betek 5.00eur goude kreisteiz.

Dre gas ul lizher

Moullañ, leuniañ ar follenn-emezelañ, kas ur chekenn ganti, ha skrivañ chomlec'h UDB ouzh ho kolo-lizher :

Unvaniezh Demokratel Breizh
4 straed Menou
44000 Naoned

• • •

http://udb-bzh.net/images/pdf/soutenir-l-udb.pdf

07 87 36 41 66

Facebook Youtube Twitter Google Plus Flick’R

Hor c’houlzadoù
Gant UDB

• L'Unvaniezh Demokratel Breizh • L'UDB Yaouank • Régions et Peuples Solidaires • Emglev Libr Europa • Ar c'hannad Paul Molac • Dilennidi-rannvro UDB •  Dilennidi-gêr UDB •



Blog an dilennadeg Europa 2014

Gerioù-alc’hwez